Le Symbole de Nicée-Constantinople en langue bretonne (ou brezhoneg)
Le Symbole de Nicée-Constantinople en langue bretonne (ou brezhoneg)
Kredin a ran en un Doue hepken, an Tad hollc’halloudek,
krouer an Nenv hag an Douar, kement a weler ha kement na weler ket.
Hag en un Aotrou hepken, Jezuz Krist, mab unganet da Zoue. Eus an Tad eo ganet, a-raok an holl gantvedou.
Doue eus Doue, sklerijenn eus sklerijenn, Doue gwirion eus Doue gwirion.
Ganet ha n’eo ket graet, kensolvez gant an Tad, ha drezan eo bet graet pep tra.
Evidomp-ni an dud, hag evit hor silvidigezh eo diskennet eus an Nenvou;
Ha korf en deus kemeret dre c’halloud ar Spered Santel, eus ar Werc’hez Vari, ha den eo deuet da vezan.
Evidomp ivez, staget ouzh ar groaz, en gouzanvet
dindan Pons-Pilat, hag er bez eo bet lakaet.
D’an trede deiz eo savet a varv da vev, hervez ar skrituriou.
Savet d’an Nenv, eman azezet en tu dehou d’an Tad.
Hag adarre e teuio gant gloar da varn ar re vev hag ar re varv, hag e rouantelezh ne vo fin ebet dezhi.
Ha kredin a ran er Spered Santel, a zo Aotrou hag a ro buhez, a zeu eus an Tad hag eus ar Mab.
Par d’an Tad hag d’ar Mab, ez eo adoret hag enoret, ha komzet en deus dre ar Brofeded.
Ha kredin a ran en Iliz a zo unan, santel, katolik, hag abostolek.
Anzav a ran ur vadeziant hepken evit pardon ar pec’hedou. Ha gortoz a ran adsav ar re varv da vev
ha buhez ar bed da zont.
Amen